E pleg ma skouarn a zo ur rummad istorioù da glevet evit ar vugale etre 9 ha 13 vloaz.Ar gwashañ evit ar grennarded a zo kavout un dra bennak d'ober e-unan er gêr pe 'ti e dud-kozh e-pad ar vakañsoù.Hir e c'haller kavout e amzer a-wechoù pa vez lonket Tadig ha Mammig gant o femdeiz hag ar c'hoarezed pe ar vreudeur gant dinozored pe boupinelled. Petra ober neuze ?Petra ober pa vez echu al labour-skol ? Petra ober pa vez bevennet implij ar skrammoù er gêr ? N'ho peus 'met lakaat un tokarn war ho tivskouarn ha bec'h d'an istorioù kevrinus !Gant an istorioù-mañ e vefet hejet-dihejet e bed ar re vras gant sell un den en oad krenn evit c'hoazh !
Podchaser is the ultimate destination for podcast data, search, and discovery. Learn More