HEKLEV PODKAST a zo ur gevredigezh nevez savet a-benn brudañ ha skignañ ar c’hrouiñ radio e brezhoneg. Un toullad faltazioù-radio a zo bet sevenet er bloavezhioù paseet a-drugarez d’ur c’henlabour etre meur a framm : Teatr Piba, Dizale, Radio Kerne, Kalanna, An Eskal (…). Selaou ouzh istorioù enrollet brav e brezhoneg a zo dudius evit darn vrasañ ac’hanomp. Soñjal a ra deomp ez eo pouezus ar c’hrouiñ son evit plijadur ar vrezhonegerien. Hor gevredigezh a zo bet savet gant produerien, sevenerien, skrivagnerien, ijinourien war ar son, komedianed ha troourien mennet da labourat asambles evit ledanaat tachenn ar faltazi radio ha brudañ anezhi e-touesk ar vrezhonegerien. Un dachenn a-bouez eo ar c’hleweled evit buhez hor yezh hag un doare eo ivez da lakaat asambles brezhonegerien evit kas da benn un oberenn resis. Ul labour a-stroll eo sevel ur faltazi radio. Koulz da vare ar produiñ, ar skrivañ, an enrollañ, ar frammañ, ar sonveskañ eo dav bodañ tud evit kas war-raok ar raktres. Hag evit ma vefe brav an oberenn eo gwelloc’h hag efedusoc’h labourat dalc’hmat e yezh ar faltazi, ar pezh a reomp holl en un doare ingal.
Podchaser is the ultimate destination for podcast data, search, and discovery. Learn More